Petra eo Diwan ? / Qu'est-ce que Diwan ?
Ar brezhoneg
Ma ‘z eus eus ar skolioù Diwan, ez eo peogwir ez eus eus ar Brezhoneg. Yezh vev, ganti ur sevenadur dre gomz ha dre skrid heb e bar, hêrezh ar Gelted e Europa abaoe 2000 vloaz. Yezh ur vroad mestrez war he zachenn betek ar 15vet kantved, ha komzet en 9vet kantved e gourenez Arvorig a-bezh.
E 1900 e vraskonte Sebillot niver ar vrezhonegerien : 1.300.000; hiziv emaomp e-tro 250.000. Un niver bras a-walc’h ma keñverier gant an holl yezhoù bihan e Europa ar c’hornôg (un daou-ugent bennak a zo !) : eus 150.000 komzer evit ar re na vezont ket komzet kalz betek 2 vilion hanter evit ar re komzet ar muiañ. Meur a hini, nebeutoc’h a gomzerien dezho evit e Breizh, anavezet ez-ofisiel avat, n’ez eont ket war-gil ken, war-raok ne lavaran ket.
Gant Diwan e sav ar goulenn : ha bev e chomo ar brezhoneg ? Evit ma tremenfe hor yezh d’ar rummadoù da zont e vefe ret kaout ur youl bolitikel start, er media, er vuhez foran e Breizh. A-hend-all, e c’hallfe ar redadeg a-enep an amzer bezañ kollet hag un elfenn a-bouez eus an danvez keltiek a yafe da dra gurius e ti an dielloù. Met a-dreñv ar brezhoneg e-unan, e vefe taget un diazez eus an demokratelezh hag an doujañs dleet dezhi. Difenn ar brezhoneg a dalv bezañ tommoc’h ouzh an disheñvelder eget ouzh an unvanadur, ouzh al liesdoare eget ouzh an untonelezh.
Lennit prezegenn Claude Hagège, kelenner e Skolaj Bro-Frañs (28/05/1988).
La langue bretonne
Paliou Diwan
- Kinnig ur skoliadur klok eus ar skol-vamm betek ar vachelouriezh.
- Kemer harp war ur sevenadur gwriziennet en un endro bev : kalz tud, dreist-holl e Breizh-Izel, a ra bemdez gant ar brezhoneg ha kalz skolidi zo dezho en o familh un den, pe meur a hini, zo ar brezhoneg e yezh kentañ.
- Reiñ d’ar vugale da zeskiñ o istor » ouzh ar vammenn » e yezh o hendadoù.
- Aesaat dre an divyezhegezh un diorroadur psikologel, speredel ha sokial pinvidik, hag ober un hent efedus evit mestroniañ meur a yezh, un dra ret evit Europiz warc’hoazh.
- N’eo ket karg ar skol treuzkas anaoudegezhioù nemetken, met ivez reiñ tu da bep bugel da sevel e bersonelezh dezhañ. Bezañ dieub, evit un den, eo gouzout piv eo evit bezañ gouest da anavezout ar re all. Spisverkoù a vez roet gant ur bersonelezh sevenadurel kreñv, spisverkoù ha ne vez ket anezho alies evit kalz tud yaouank hiziv. Kemer a ra perzh er sokializadur a zo diazezet war ar c’houzañvidigezh hag ar c’hoant eskemm.
Les objectifs de Diwan
- Offrir une scolarité complète en breton : de la maternelle au baccalauréat
- S’appuyer sur une culture enracinée dans un environnement vivant : beaucoup de personnes, notamment en Basse-Bretagne, parlent le breton au quotidien et de nombreux écoliers ont encore une ou plusieurs personnes dans leur entourage familial, pour qui le breton a été la langue maternelle.
- Permettre à des enfants d’apprendre leur histoire, « à la source » dans la langue commune à leurs ancêtres
- Par le bilinguisme précoce, favoriser un développement psychologique, intellectuel et social riche, et préparer efficacement à la maîtrise de plusieurs langues, nécessité pour les Européens de demain.
- Le rôle de l’école n’est pas uniquement de transmettre un savoir mais aussi de permettre à chaque enfant de construire sa propre personnalité. Une identité culturelle forte donne des repères souvent absents pour nombre de jeunes aujourd’hui. En cela c’est un facteur de socialisation, basé sur la tolérence et le goût de l’échange.